Jules Ferry

Jules Ferry

Jules Ferry zo ur politikour gall, ganet d'ar 5 a viz Ebrel 1832 e Saint-Dié (Vosges) ha marvet e Pariz d'ar 17 a viz Meurzh 1893.

Deuet eo da vezañ tamm-ha-tamm arouez al laikelezh mod gall hag unan eus tadoù identelezh republikan. Ministr ar C'helennerezh e oa e-pad an Trede Republik c'hall. Lakaet en deus an deskadurezh en e stumm laik da vezañ ur redi, pe evel ma lavar tud 'zo : "ar skol digoust, laik ha dre ret".

E skeud-se, e teuy Jules Ferry da vezañ difenner bras an trevadennerezh gall en Afrika hag Azia.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search